Georgiana Cavendish
Georgiana Cavendish , pe Lady Georgiana Spencer (1757–1806), a oa un dugez saoz, brudet he spered hag he c'hened, ha pried da Dug Devonshire.
Meur a boltred anezhi zo bet graet, gant Joshua Reynolds ha Thomas Gainsborough dreist-holl.
Kentañ pried ar politikour saoz William Cavendish (1748–1811), 5vet dug Devonshire, e oa Georgiana Cavendish, ha mamm e oa da William George Spencer Cavendish. He zad, John Spencer, 1añ kont Spencer, a oa gourvab da John Churchill. Moereb e oa da Caroline Lamb ha da George Spencer.
Perzh a gemeras en un nebeud stourmoù politikel, ha skoazellañ Charles James Fox a reas. Ur romant dre lizhiri a skrivas, a greder, anvet The Sylph, embannet dizanv en 1779, ha barzhonegoù .
He dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1774 e timezas Georgiana da zug Devonshire, pa ne oa ket 17 vloaz c'hoazh. Un eured vras e voe, daou diegezh uhel a oa unvanet, met ur fallzimeziñ e voe.
Goap zoken a voe graet eus eured ar priedoù Cavendish er pezh The School for Scandal gant Richard Brinsley Sheridan, ma weler ur vaouez yaouank eus ar vro, Lady Teazle, touellet gant gwazed diouzh ar c'hiz.
Bec'h he doe an dugez yaouank o kaout bugale, ha nec'hus e oa, rak un dizenor e oa d'ur vaouez a ouenn uhel chom hep reiñ pennhêr ebet d'he fried.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a golladenn a reas Georgiana a-raok genel div verc'h, hag ur mab a-benn ar fin.
- He merc'hed
- Georgiana Cavendish (1783-1858), dimezet da George Howard, 6vet kont Carlisle (1773-1844);
- Harriet Cavendish (1785-1862), dimezet da Granville Leveson-Gower, 1añ kont Granville.
- He mab nemetañ, William George Spencer Cavendish. Hennezh a voe 6vet Dug Devonshire (1790-1858) hag a varvas dibried.
Mignonez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Georgiana an hini a ginnigas d'he fried, an Dug, Lady Elizabeth Foster (Bess) , he gwellañ mignonez, a zeuas da vout e serc'h da gentañ, hag e eil pried goude. Elizabeth Foster he devoe daou vugel gant an dug, ur mab hag ur verc'h.
Georgiana he devoe un darempred gant Charles Grey, 2vet Kont Grey, a voe Kentañ Ministr e-pad daou vloaz (1830-1832), hag ur verc'h o doe en 1792, Eliza Courtney.
Pa varvas Georgiana e timezas an dug gant « Bess » Foster. Pa varvas an dug e teuas o mab (hini Giorgiana hag an dug) da vezañ 6vet Dug, met dizimez e chomas. Neuze ez eas an titl gant ur c'henderv, William Cavendish, 7vet Dug Devonshire (1808-1891), a oa intañv goude marv e bried, Lady Blanche Howard, nizez d'ar 6vet dug, da lavarout eo merc'h-vihan da Georgiana.
Er filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Divine Lady (1929), c'hoariet gant Evelyn Hall.
- Berkeley Square (1933) c'hoariet gant Juliette Compton
- Mrs Fitzherbert e 1947, c'hoariet gant Mary Clare .
- The House in the Square (1951), c'hoariet gant Kathleen Byron
- The Duchess (2008), c'hoariet gant Keira Knightley. Renet eo ar film gant Saul Dibb, ha diazezet war al levr Georgiana, Duchess of Devonshire gant Amanda Foreman.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georgiana, Duchess of Devonshire, Amanda Foreman (1998) ISBN 0-00-655016-9 (now published as The Duchess)
- Georgiana Duchess of Devonshire, Brian Masters, Hamish Hamilton, 1981.
- Georgiana, The Earl of Bessborough (editor), John Murray, London, 1955.
- The Two Duchesses.., Family Correspondence relating to.., Vere Foster (editor), Blackie & Son, London, Glasgow & Dublin, 1898.
- An Aristocratic Affair - The life of Georgiana's sister Harriet, Countess Bessborough, Janet Gleeson, 2006, ISBN 0593054873
- Portraits of Georgiana by Gainsborough, Reynolds, Romney, Cosway and others.
- Extra material not included in Amanda Foreman's book
- Georgiana Duchess of Devonshire, The Sylph, ed. Jonathan David Gross (Chicago: Northwestern University Press, 2007), ISBN 0-8101-2229-4.
Poltredaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Dugez Devonshire, gant Joshua Reynolds, c. 1780–81
-
Dugez Devonshire, gant Thomas Gainsborough, 1783
-
Dugez Devonshire gant Joshua Reynolds, 1786
-
Dugez Devonshire gant Thomas Gainsborough, 1787. From the Chatsworth Collection.
-
Elizabeth "Bess" Hervey Foster gant Sir Joshua Reynolds
-
Pried Georgiana, William Cavendish, 5vet Dug Devonshire